Disklêriañ a ra uBOL penn-da-benn, da lavaret eo n'eus ket ezhomm eus un argerzh uBOL padus evit ma c'hoarvezfe ar silañ, ha silañ endalc'hadoù diazezet war enlakaat CSS/JS a vez graet en un doare fizius gant ar merdeer e-unan kentoc'h eget gant an astenn. Kement-se a dalvez ne vez ket gounezet gant uBOL e-unan arc'hwelioù CPU/memor e-pad ma vez stanket an endalc'hadoù -- ezhomm zo eus argerzh al labourer servij uBOL _nemet_ pa vez etregweredet gant ar banell digeriñ pe ar pajennoù dibarzhioù.
UBOL n'en deus ket ezhomm eus aotreoù ledan "lenn ha kemmañ roadennoù" e-pad ar staliañ, setu perak e c'halloudoù bevennet e-keñver uBlock Origin pe stankerien endalc'hadoù all a c'houlenn aotreoù ledan "lenn ha kemmañ roadennoù" e-pad ar staliañ.
Koulskoude ez eus tu deoc'h reiñ *sklaer* aotreoù ouzhpenn da uBOL el lec'hiennoù ma fell deoc'h, mod-se e vint silet gwelloc'h en ur implij siloù kened hag ensinkladurioù scriplet.
Evit reiñ aotreoù ouzhpenn da uBOL en ul lec'hienn bennak, n'ho peus nemet digeriñ ar prenestr pop-up ha diuzañ ul live silañ uheloc'h evel ar mod Gwellañ pe ar mod Klok
Goude-se e vo kelaouet ac'hanoc'h gant ar merdeer diwar-benn efedoù reiñ an aotreoù ouzhpenn goulennet gant an astenn war al lec'hienn bremanel, ha ret e vo deoc'h lâret d'ar merdeer hag-eñ e vo degemeret pe nac'het ar goulenn ganeoc'h.
Gallout a rit termeniñ ar mod silañ dre ziouer e pajenn arventennoù uBOL. Ma tibabit ar mod Gwellañ pe an hini Klok evel ar mod dre ziouer e vo ret deoc'h aotren uBOL da lenn ha kemmañ roadennoù en holl lec'hiennoù.